The Platters

Ur strollad kanerien eus prantad kentañ ar rock and roll eo The Platters. O doare da ganañ a oa evel ur pont etre ar rak-rock giz hengoun an Tin Pan Alley hag an doare nevez a oa o tont war wel. Izili kentañ ar strollad a oa Alex Hodge, Cornel Gunter, David Lynch, Joe Jefferson, Gaynel Hodge ha Herb Reed. Goude bezañ sinet gant Buck Ram, e voe meur a chañchamant er strollad a-raok dont da vezañ brudet war rolloù ar c'hanaouennoù diouzh ar c'hiz, hag e voe neuze ar strollad en e vrud vrasañ gant ar penn-tenor Tony Williams, David Lynch, Paul Robi, Herb Reed, ha Zola Taylor. Ar vuzikerien ambroug a oa neuze Louis Caron ha Larry Menshek.


Developed by StudentB